Kan broadel ar Vro Bagan eo deut da vezañ « gwerz ar Vezhinerien ». Kontañ a ra buhez kalet hon tadoù hag hon tadoù kozh war aodoù Bro Leon.

La complainte de goémoniers de Denez Abernot de Plouguerneau reste un des chants emblématiques du Pays Pagan. La vie dure de nos parents et grands-parents sur les grèves du Léon y est si bien mise en chanson.

Gwerzh ar vezhinerien

Na pa 'm boa klevet ar c'heleier
E ranke mont kuit va mestrez
Da vezhinañ d'an enezeier
Trielen ha Molenez

Na pa 'm boa-me na klevet ar c'heloù
E ranke mont kuit mintin mat
Kerkent ha ma save ar gouloù
E save an dour en va daoulagad

Kar ar vuhez en enezennoù
'Zo ur vuhez trist ha kalet
Bemdez bemnoz e kreiz ar poanioù
Ar vezhinerien 'zo tud daonet

En o bagoù abred diouzh ar mintin
E lakeont ar c'herreg en noazh
Faoutet o daouarn gant ar c'hilhotin
Ha torret o c'hein gant ar c'hravazh

Ar beleg kozh er gador a lavar
Ez eus un Doue war ar mor
Hag un Doue all c'hoazh war an douar
Evit ar re a chom er goudor

An hini en deus graet ar ganaouenn
En deus bet klevet alies
Kerent, mignoned hag amezeien
O kontañ buhez an enezenn

E dad kozh en deus bet graet ar vicher
Da droc'hañ an tali moan
A-hed e vuhez war reier
Etre ar C'horejoù ha Kerlouan

Bet savet gant Denez ABERNOT

La complainte des Goémoniers

Quand j’ai entendu la nouvelle
Mon amoureuse devait s’en aller
Chercher le goémon aux îles
Trielen et Molène

Quand j’ai entendu la nouvelle
Elle devait s’en aller très tôt le matin
Dès le lever du soleil
Mes yeux se remplissaient de larmes

Car la vie sur les îles
Est une vie triste et difficile
Chaque jour, chaque nuit, ils peinent beaucoup
Les goémoniers sont des gens damnés

Dans leurs bateaux, tôt le matin
Ils mettent à nu les rochers
Leurs mains blessées par la guillotine
Leurs dos brisés par la civière

Le vieux prêtre, en chaire, dit
Qu’il y a un Dieu en la mer
Et un autre Dieu sur terre
Pour ceux qui restent bien à l’abri

Celui qui a composé cette chanson
A souvent entendu
Des parents, amis et voisins
Raconter la vie sur l’île

Son grand-père a fait ce travail
D’arracher le petit laminaire
Toute sa vie sur les rochers
Entre le Korrejou et Kerlouan

Paroles et musique : Denez ABERNOT