Un disput kanet, bet dastumet e Plouneour-Traezh. E Rekourañs, piv en deus ar vuhez kaerañ , ar martolod peotramant al labourer? Goudron, sigaretenn war ar pont, luskell ar vag dindan an avel, peotramant an douar, ar yod-kerc'h, ar c'hrampouezh, ar c'horn-butun e-tal an tan hag... ar wreg er gwele-kloz.

Recueillie à Plounéour-Trez, voici une de ces nombreuses « disputes chantées ». A Recouvrance, qui du marin ou du paysan, a la plus belle vie ? Goudron, cigarette sur le pont, bercement des mâts au vent, ou bien la terre, la bouillie d’avoine, les crêpes, la pipe au coin du feu et … la femme dans le lit clos.

Disput ar martolod hag al labourer

M'ho peus c'hoant da glevet un disput
Nag it da Vrest da Rekourañs
Eno e klevfoc'h ur martolod
Hag a zo kontant da zisput

Ar martolod 'oa desket mat
Hag a oa kontant da zisput
Hag a lavare d'al labourer
Serriñ e veg ha mont d'e glud

Petra out-te, kozh tamm martolod
Flaeriañ 'rez gant c'hwezh ar goudron
C'hwezh ar goudron 'zo gant da zilhad
Ken a rez poan en em c'halon

C'hwezh ar goudron 'z ur c'hwezh dilikat
An dud a vor a ra er c'har
Mez nompas deoc'h c'hwi kozh labourer
Ne rit nemet turiañ douar

Ma ne durian-me ket a zouar
Te n'az po na krampouezh na yod
Ha pa ne vefemp-ni labourerien
'Vefe ket bara d'ar re sot

Na pa vezoc'h-c'hwi en ho leurioù
E prim ar glav hag an avel
Neuze me vez war vourzh va batimant
O fumiñ ur sigaretenn

Na pa vezez war da vatimant
O fumiñ ur sigaretenn
Neuze me 'vez e kornig an oaled
O sachañ war va c'horn-butun

Na pa vezez e korn an oaled
O sachañ war da gorn-butun
Neuze e vezan e beg ar gwernioù
O luskellat gant an avel

Na pa vezez e beg ar gwernioù
O luskellat gant an avel
Neuze e vezan em gwele kousket
Ha va dous koant en va c'hichen.

Dispute du marin et du paysan

Si vous voulez entendre une dispute,
Allez, à Brest, à Recouvrance
Là vous entendrez un marin
Prêt à disputer

Le marin avait de l’éducation
Et était prêt à disputer
Et dit au paysan
De la fermer et d’aller dans son poulailler

Qui es-tu donc, espèce de vieux marin,
Tu pues le goudron
Tes vêtements puent le goudron
A en donner des hauts le cœur

Le goudron a une odeur délicate
Que les gens de la mer aiment
Pas vous, bien sûr, vieux paysan,
Vous ne faites que triturer la terre

Si je ne triture pas la terre,
Tu n’auras ni crêpes, ni bouillie
Et si nous n’étions pas là, paysans,
Point de pain pour les idiots

Lorsque vous êtes dans vos cours
En pleine pluie et vent
Moi je suis sur le pont de mon navire,
A fumer une cigarette

Lorsque tu es sur ton navire
A fumer ta cigarette
Moi je suis au coin du feu,
A tirer sur ma pipe

Lorsque tu es au coin du feu
A tirer sur ta pipe,
Moi je suis sur les vergues,
A me balancer au vent

Lorsque tu es sur les vergues,
A te balancer au vent,
Moi je suis couché au lit,
Avec ma douce auprès de moi