Fin ar c'hoarigan « Anna Vreizh », skrivet gant Tugdual Kalvez ha kempennet gant René Abjean evit enoriñ hon dukez.

Final de l'opéra "Anne de Bretagne" écrit par Tugdual Kalvez et arrangé par René Abjean pour célébrer notre duchesse.

An Dukez Anna

Buhez Anna a galon ha tenn,
Evit ar peoc'h ar brezel.
Hor c'halonoù kaezh a skoazell,
Da gaout spi e natur mab-den.
Chom a raio ar wenilienn,
O nijal libr en oabl hor bro.
Hag hor pobl atav a stourmo,
'Vit he frankiz war he eskell.

Deomp-ni pobl Breizh,
deomp da zerc'hel,
Anaoudegezh hon istor.
Derc'hel hor speredoù digor,
War-du an amzer da c'henel.
Keuz hon eus da varo Anna,
He deus hi laket da devel.
Ur vaouez a benn hag hael,
E-giz ma n'eus bevet biskoazh.

La Duchesse Anne

La vie D'Anna, courageuse et tenace,
En paix comme en guerre,
Nos coeurs faibles, elle les aide,
A garder espoir dans la nature de l'homme.
L'hirondelle continuera
A voler, libre, dans notre pays
Et notre peuple toujours luttera
pour sa liberté, sur ses ailes.

C'est à nous, peuple de Bretagne,
à nous de garder
Mémoire de notre histoire.
De garder notre esprit ouvert
Vers le temps à naître.
Nous regrettons la mort d'Anna
Qui en a été la fin.
Une femme de tête et courageuse
Comme il n'en a jamais vécue.