Gavotenn Lokournan-Leon. Yannig a gar e wreg pa gar-hi mevel an ti... a-wel d'an holl : er parkeier, er c'hraou, ouzh taol, war ar marc'had, ha zoken er gwele klos.

Gavotte de Saint-Renan. Cette fois c'est Yannig, il aime sa femme qui aime le domestique.. et cela en pleine vue : aux champs, dans la crèche, à table, à la foire, jusque dans le lit clos.

Sotañ Yannig

Me eo ar sotañ Yannig zo bet biskoazh er bed,
Zo paeañ ur mevelig 'vit kousket gant va gwreg.

Diskan
Verdurette dondaine, verduré dondé.


Va gwreg ha va mevelig a vez o c'hwennat kerc'h,
Ha me zo bet laket da goursiñ war o lerc'h.

Va gwreg ha va mevelig o daou o c'horo 'r saout,
Ha me zo war an treuzoù , ya, c'hoant din mont d'o c'haout.

Va gwreg ha va mevelig o devez kig-ha-fars,
Ha me gant an dour bero, gwalc'het ar sac'h e-barzh.

Va gwreg ha va mevelig a ya d'ar foar da bell,
Ha me a chom er gear da luskell' ar c'havell.

Va gwreg ha va mevelig o daou 'r memes gwele,
Ha me zo war gorn ar bank, ya, c'hoant din mont ive.

Ha pa oan aet d'am gwele, tommet ganin va flas,
Me a rank dont er meaz, da reiñ plas d'ar mevel bras.

Ar vuhez-mañ ne bado ket, a lavaran-me deoc'h,
Kar me a deu da skuizhañ, a forzh din da reiñ peoc'h

Jeannot le plus sot

C'est moi Jeannot, le plus sot du monde
Je paye un petit domestique pour dormir avec ma femme

Retrain
Verdurette dondaine, verduré dondé.


Ma femme et mon petit domestique sarclent l'avoine
Et moi, on me met à courir derrière eux

Ma femme et mon petit domestique traient tous les deux les vaches
Et moi, sur le seuil j'irais bien les rejoindre

Ma femme et mon petit domestique mangent le kig-ha-fars
Et moi, avec l'eau bouillante je lave le sac

Ma femme et mon petit domestique vont à la foire au loin
Et moi, je reste à la maison bercer l'enfant

Ma femme et mon petit domestique, tous les deux dans le même lit
Et moi, au coin du banc, j'irais bien avec eux

Quand je suis au lit et ma place bien chaude
Je dois sortir pour laisser la place au petit domestique

Cette vie ne durera pas, c'est moi qui vous le dit
Car je commence à me lasser de ne rien dire du tout ...